Gallout a ra an nen labourat a youl vat evit ar Redadeg 'ba bro Montroulez!
Ne chom ket meit tri miz araok loc’hañ ar Redadeg. Eus Lannuon e yaio kuit, d’an 8 a viz Mae, rederien ar c’hours a bep eil ‘oa bet kroet evit souten ar raktresoù e brezhoneg. War an dachenn zo kantadoù a dud a youl vat zo o labourat kalz ‘vit aozañ an darvoud en em gavo ‘ban Naoned d’ar 16 a viz Mae. ‘Ba bro Montroulez eo mennet mat ar skipailh lec’hel. Diwar an 83 c’hilometr ‘vo dalc’het eno zo bet gwerzhet un hanter bennaket anezho. Penaos e ya an traoù ganto, selaouomp Fabris Kadou zo e garg da genurzhiañ ar Redadeg ‘ba bro Montroulez. Emañ gant Erwan Blanchard.